Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/170

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
161
SANT LUCAS, XXII.

(22) Rag ar re-ze a vezo deiziou a gastiz evit ma vezo great kement holl a zo scrivet. (23) Malheur d’ar gragez o tougen frouez, ha d’ar magerezed en deiziou-ze ; rag eur walen vraz a vezo var ar vro-man, ha coler a vezo a-enep d’ar bobl-man. (24) Kweza a raint dindan lem ar c’hleze, hag e vezint kasset en captivite e-touez an holl nationou ; ha Jerusalem a vezo mac’het gant ar Jentiled, ken a vezo peurleuniet amzeriou ar Jentiled.

(25) Siniou a vezo ebarz an heol, el loar hag er stered ; ha var an douar ar boblou a vezo en anken hag en nec’hamant, rag ar mor hag an tarzou mor a rai eun drouz spontus. (26) An dud a vezo evel prest da renta ho ene gant ar spount, o c’hortoz an traou a dle c’hoarvezout var an douar ; rag puissansou an envou a vezo brallet. (27) Ha neuze e velint Mab an den o tond var eur goabren, gant eur galloud hag eur gloar vraz. (28) Hogen, pa gommanso an traou-ze da c’hoarvezout, sellit d’an neac’h, ha savit ho pen, rag ho telivrans a dosta.

(29) Hag e lavaraz dezhe eur barabolen : Sellit ouz ar vezen-fiez hag an holl gwez all ; (30) pa gommansont dispaka, ec’h ouzoc’h hoc’h-unan en eur velet anezhe ema tost an hanv. (31) Evel-se ive c’houi, pa velot an traou-ze o c’hoarvezout, gouezit ema tost rouantelez Doue. (32) E gwirionez e lavaran deoc’h penaos na dremeno ket ar generation-man ken na vezo c’hoarvezet an holl draou-ze. (33) An env hag an douar a dremeno, mes va c’homzou na dremenint ket.

(34) Likit eta evez ouzoc’h hoc’h-unan, gant aoun na zeufe an debauch, ar vezventi ha sourciou ar vuez-man da bouneraad ho calon, ha na gwezfe an devez-se varnoc’h heb gouzoud deoc’h. (35) Rag evel eur roued e teuio var gement hini a zo o choum var c’horre an douar. (36) Beillit eta ha pedit e pep amzer, evit ma veot kavet dign da dec’het diouz an holl draou-ze a dle c’hoarvezoud, ha da choum dirag Mab an den.

(37) Hogen, Jesus a gelenne e-pad an deiz ebarz an templ, ha diouz an noz ez ea er meaz hag en em zalc’he var ar menez hanvet menez olived. (38) Ha da c’houlou deiz, ar bobl holl a deue d’hen kavoud en templ, evit selaou anezhan.


CHABISTR XXII.


TOSTAAD a rea gouel ar bara heb goell hanvet