Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/168

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
159
SANT LUCAS, XXI.

lignez d’he vreur. (29) Hogen, bez’ e oa seiz breur. Ar c’henta, o veza dimezet, a varvaz heb bugale. (30) An eil a zimezaz d’he vreg, hag a varvaz heb bugale. (31) Neuze an trede a zimezaz dezhi ive, hag ho seiz e rejont ar memeus tra, hag e varvjont heb lezel bugale. (32) Var lerc’h ar re-man holl ar vreg a varvaz ive. (33) Da behini anezhe eta e vezo hi greg pa resussito ar re varo ? Rag ho zeiz ez int bet dimezet dezhi. (34) Jesus a respontaz dezhe : Bugale ar bed-man a zimez, hag a ro da zimezi. (35) Mes ar re a vezo kavet dign da gaout lod er bed da zond hag en resurrection ar re varo, na zimezint ket ha ne roint ket da zimezi. (36) Rag ne hellint ket ken neubeud mervel, rag henvel e vezint ouz an elez, hag e vezint bugale da Zoue, o veza bugale a resurrection. (37) Hogen Moises he-unan a ziskouez deomp ive e teu ar re varo da resussita, pa deu, o komz divarben ar bod-spern, da c’hervel an Aotrou, Doue Abraham, Doue Isaac ha Doue Jacob. (38) Hogen, Doue n’eo ket Doue ar re varo, mes Doue ar re veo ; rag holl e vevont dezhan. (39) Neuze darn euz ar Scribed, o komz, a lavaraz : Mestr, komzet mad ec’h euz. (40) Ha ne gredent ken goulen netra diganthan.

(41) Neuze e lavaraz dezhe : Penaos ec’h heller lavaret ez eo ar C’hrist Mab da Zavid ? (42) Pa lavar David he-unan en levr ar Salmou : An Aotrou hen deuz lavaret d’am Aotrou : (43) Azez a-zeo d’in, ken am bezo lakeat da inimied da scabel dindan da dreid. (44) Mar deu eta David d’hen gervel Aotrou, penaos ec’h hell hen beza he vab ?

(45) Hag, o veza ma oa ar bobl holl o selaou, e lavaraz d’he ziskibien : (46) Diwallit ouz ar Scribed pere a blij dezhe pourmen gant saeou hir, hag a gar beza saludet var ar blasennou public ha kaoud ar c’hadoriou kenta er sinagogou, hag ar plasou kenta er festou ; (47) ha pere a zevor tiez an intanvezed var digarez ober pedennou hir ; beza ho devezo eur gondaonation vrassoc’h.


CHABISTR XXI.


O VEZA savet he zaoulagad, Jesus a velaz tud pinvidic hag a lake ho offransou en tenzor an templ. (2) Gwelet a reaz ive eun intanvez paour hag a lake enhan daou liard ; hag e lavaraz : (3) E gwirionez hen lavaran deoc’h, an intanvez paour-ze he deuz