Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/167

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
158
SANT LUCAS, XX.

e toujint dezhan. (14) Mes pa velaz al labourerien anezhan, e commansjont da rezoni evel-hen etreze : He-man eo an heritour ; deuit, lazomp anezhan, evit ma vezo he heritach deomp-ni. (15) Hag, o veza taolet anezhan er meaz euz ar winien, hen lazjont. Petra a rai eta mestr ar winien ? (16) Dond a rai, hag e lako al labourerein-ze d’ar maro, hag e roio he winien da labourerien all.

Ar Judevien, pa glevjont kement-se, a lavaraz : Doue ra viro na c’hoarvezfe kement-se ! (17) Neuze Jesus, o sellet piz outhe, a lavaraz : Petra a zinifi eta an dra-man a zo scrivet : Ar mean a zo bet taolet a-gostez gant ar re a oa o vatissa, hennes a zo deuet da veza ar c’henta mean-corn ? (18) Piou-benag a gwezo var ar mean-ze a vezo brevet, hag an hini a gwezo ar mean-ze varnezhan a vezo flastret.

(19) Neuze prinsed ar veleien hag ar Scribed a glaskaz, hep dale pelloc’h, lakaad ho daouarn varnezhan ; rag anavezet ho doa hen doa lavaret ar barabolen-ze a-eneb dezhe ; mes aoun ho doa rag ar bobl.

(20) Rag-se, o teurel evez mad outhan, e kasjont tud hag a rea seblant da veza tud just, evit hen surpren en he gomzou, ha gallout evel-se hen livra d’ar barner hag hen lakaad etre daouarn ar gouarner. (21) An dud-se a c’houlennaz diganthan an dra-man ; Mestr, gouzoud a reomp e komzez hag e kelennez gant eünder, hag e teskez hent Doue hervez ar wirionez, heb sellet ouz apparans an dud. (22) Ha permetet eo deomp paea an tribut da Cezar pe n’eo ket ? (23) Mes Jesus, oc’h anaoud ho finessa, a lavaraz dezhe : Perag e tentit-hu ac’hanoun ? (24) Diskouezit d’in eun diner. Euz piou eo an imach hag an hano a zo var he-man ? Respont a rejont : Euz a Cezar. (25) Hag hen a lavaraz dezhe : Rentit eta da Cezar ar pez a zo da Cezar, ha da Zoue ar pez a zo da Zoue.

(26) Ha na heljont ket hen surpren en he gomzou dirag ar bobl ; mes souezet gant ar respont hen doa great, e tavjont.

(27) Neuze eur re-benag a-douez ar Saduceed, pere a nac’h ar resurrection, a dostaaz, hag a c’houlennaz evel-hen diganthan : (28) Mestr, Moises hen deuz gourc’hemenet deomp, pa zigouez da eun den-benag kaoud eur breur dimezet hag a varv heb bugale, e tle hennes kemeret ar vreg, ha sevel