Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/166

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
157
SANT LUCAS, XX.

ket enoud an eil mean var egile abalamour n’ec’h euz ket anavezet an amzer m’az oud bet bizitet.

(45) Goude-ze, o veza eat en templ, e commansaz da gas er meaz ar re a oa eno o verza hag o prena, (46) en eur lavaret dezhe : Scrivet eo : Va zi a zo eun ti a beden ; mes c’houi hoc’h euz great ganthan eur c’havern laeron.

(47) Hag e kelenne bemdez en templ. Ha prinsed ar veleien, ar Scribed ha chefou ar bobl a glaske hen lakaad d’ar maro. (48) Mes ne ouient petra da ober, rag ar bobl holl a zalc’he tost dezhan evit klevet he gomzou.


CHABISTR XX.


EUN devez ma oa Jesus o kelen ar bobl en templ, ha ma oa o prezeg an Aviel, prinsed ar veleien hag ar Scribed, gant ar re Ancien, o veza erruet eno, (2) a gomzaz outhan hag a lavaraz : Lavar deomp dre be seurt otorite e rez-te an traou-ze, ha piou hen deuz roet d’id an otorite-ze ? (3) Hen a respontaz hag a lavaraz dezhe : Me a c’houlenno ive eun dra diganeoc’h ; respontit d’in : (4) Pe euz an env, pe a-berz an dud eo e teue badiziant Ian ? (5) Hogen, evel-hen e rezonent enhe ho-unan : Mar leveromp : Euz an env, hen a lavaro : Perag eta n’hoc’h euz-hu ket credet dezhan ? (6) Ha mar leveromp : A-berz an dud, e vezimp meinet gant ar bobl holl ; rag ar bobl a gred mad ez eo Ian eur profet. (7) Rag-se e respontjont ne ouient ket euz a beleac’h e teue. (8) Ha Jesus a lavaraz dezhe : Na me ken neubeud na livirin ket deoc’h dre be seurt otorite e ran an traou-man.

(9) Neuze e commansaz lavaret d’ar bobl ar barabolen-man : Eun den a blantaz eur winien, hag a roaz anezhi e feurm da labourerien, hag ez eaz euz he vro evit pell amzer. (10) Ha pa oa deuet an amzer da zastum, e kassaz eur servicher etrezeg al labourerien evit kaout diganthe frouez euz ar winien ; mes al labourerien goude beza skoet varnezhan, a gassaz anezhan kuit en goullo. (11) Kas a reaz c’hoas eur servicher all ; mes goude beza kannet ha gwall-dretet beman ive, e kasjont anezhan kuit en goullo. (12) Kas a eure c’hoas unan all evit an trede gwech ; mes he vlessa a rejont ive, hag e taoljont anezban er meaz. (13) Mestr ar winien a lavaraz neuze : Petra a rin-me ? Kas a rin va mab muia-karet ; marteze, pa her gwelint,