Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/165

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
156
SANT LUCAS, XIX.

dija. (26) Hen lavaret a ran deoc’h, roet e vezo d’an hini hen deuz ; mes an hini n’hen deuz ket a vezo zo-ken lammet diganthan ar pez hen deuz. (27) Evit va enebourien, pere n’eo ket fellet dezhe va c’haoud da roue, digassit anezhe aman, ha lazit anezhe diraz’oun.

(28) Ha goude beza lavaret kement-se, Jesus a ieaz pelloc’h, o pignad da Jerusalem.

(29) Hag, o veza erruet tost da Vethfaje ha da Vethani, e-kichen ar menez hanvet menez Olived, e kassaz daou euz he ziskibien, (30) en eur lavaret : It d’ar bourg a zo diraz’oc’h, ha pa viot erru eno, c’houi a gavo eun azen yaouank stag, ha n’euz bet c’hoas den var he gein ; distagit anezhan, hag hen digassit d’in. (31) Ha mar goulen unan-benag perag e tistagit anezhan, e leverot dezhan : Abalamour ma hen deuz an Aotrou ezom anezhan.

(32) Ar re a oe kasset a ieaz, hag a gavaz pep tra evel m’hen doa lavaret dezhe. (33) Ha pa oant o tistaga an azen yaouank, ar perc’hened a lavaraz dezhe : Perag e tistagit-hu an azen yaouank-se ? (34) Hag e lavarjont : An Aotrou hen deuz ezom anezhan. (35) Hag e tigasjont anezhan da Jesus ; ha goude beza taolet ho dillad var an azen yaouank, e lekejont Jesus da pignad varnezhan. (36) Hag evel ma tremene, kalz a astenne ho dillad var an hent.

(37) Ha pa oa o tostaad d’an disken euz Menez Olived, ar foul euz an diskibien, karget a levenez, a gommansaz meuli Doue a vouez huel evit an holl burzudou ho doa gwelet. (38) Hag e lavarent : Ra vezo benniget ar Roue a zeu en hano an Aotrou ! Peoc’h en env, ha gloar en huella euz an envou !

(39) Neuze darn euz ar Farizianed a oa e-touez ar bobl a lavaraz dezhan : Mestr, gourdrouz da ziskibien. (40) Hag hen o respont a lavaraz dezhe : Hen lavaret a ran deoc’h, mar deu ar re-man da devel, ar vein a grio.

(41) Ha pa oe en em gavet tost da gear, o velet anezhi, e commansaz da wela varnezhi, hag e lavaraz : (42) Oh ! ma’z pije anavezet, da vihana en deiz-man a zo d’id, an traou a zell ouz da beoc’h ! mes breman emaint kuzet ouz da zaoulagad. (43) Rag dond a rai varnoud eun amzer ma teui da enebourien da zevel kleuziou en-dro d’id, hag e vezi kelc’hiet, ha gwasket ganthe a bep tu ; (44) ha distruja a raint ac’hanoud te ha da vugale a zo o choum enoud, ha ne lezint