Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/164

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
155
SANT LUCAS, XIX.

benag, n’euz fors en pe seurt doare, e rentan dezhan peder gwech kemend all. (9) Ha Jesus a lavaraz dezhan : Ar zilvidigez a zo deuet hirio en ti-man, rag he-man a zo ive bugel da Abraham. (10) Rag Mab an den a zo deuet evit klask ha savetei ar pez a oa kollet.

(11) Hag evel ma selaouent an traou-ze, Jesus a gendalc’baz da gomz, hag a lavaraz eur barabolen, abalamour ma oa tost da Jerusalem, ha ma sonjent ez ea rouantelez Doue da veza diskouezet dizale.

(12) Lavaret a reaz eta : Eun den a lignez huel a ieaz en eur vro bell evit kemer evithan he-unan eur rouantelez, ha distrei goude. (13) Hag o veza galvet dec euz he zervicherien, e roaz dezhe deg pez arc’hant, hag e lavaraz dezhe : Likit anezhe da dalvoud ken a zistroin. (14) Mes tud he vro ho doa kassoni outhan ; hag e kasjont kannaded var he lerc’h, da lavaret : Na fell ket deomp e teufe he-man da ren varnomp. (15) C’hoarvezoud a reaz eta, pa oe distro, goude beza recevet ar rouantelez, ma c’hourc’hemenaz gervel d’he gavoud ar zervicherien da bere hen doa roet an arc’hant, evit gwelet pegement hen doa gounezet pep hini. (16) Neuze ar c’henta a zeuaz hag a lavaraz : Aotrou, da bez arc’hant hen deuz gounezet dec pez all. (17) Hag hen a lavaraz dezhan : Mad, servicher mad ; pa’z oud bet fidel en neubeud a dra, e pezo ar gouarnamant var deg kear. (18) Hag an eil a zeuaz, hag a lavaraz : Aotrou da bez arc’hant hen deuz gounezet pemp pez all. (19) Hag hen a lavaraz ive da he-man : Ha te, gouarn var bemp kear. (20) Hag unan all a zeuaz, hag a lavaraz : Aotrou, setu aman da bez arc’hant em euz dalc’het paket en eul lienen ; (21) rag aoun em boa araz’oud abalamour ma’z oud eun den garo, kemeret a rez el leac’h n’ec’h euz lakeat netra, ha medi a rez el leac’h n’ec’h euz ket hadet. (22) Hag he vestr a lavaraz dezhan : Servicher fall, dre da gomzou da-unan eo e varnin ac’hanoud ; te a ouie ez oun eun den garo, hag a gemer el leac’h ma n’em euz lakeat netra, hag a ved el leac’h ma n’em euz ket hadet ; (23) perag eta n’ec’h euz-te ket lakeat va arc’hant er bank ; ha pa vijen distro, em bije hen tennet gant an interest ? (24) Hag e lavaraz d’ar re a oa eno : Lammit diganthan ar pez arc’hant, ha roit-hen d’an hini hen deuz deg. (25) Hag e leverjont dezhan : Aotrou, hennes hen deuz deg pez