Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/162

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
153
SANT LUCAS, XVIII.

rag n’ed oun nemed eur pec’her ! (14) Hen lavaret a ran deoc’h, he-man a ziskennaz d’he di justifiet kentoc’h eged egile ; rag kement hini en em huella a vezo izelleet ; ha kement hini en em izella, a vezo huelleet.

(15) Digas a rent ive bugaligou dezhan da douch. An diskibien o velet kement-se, a reprene ar re ho digasse. (16) Mes Jesus, o c’hervel anezhe d’he gavoud, a lavaraz : List ar vugaligou da zond d’am c’havoud ha na virit ket outhe ; rag rouantelez Doue a zo evit ar re a zo henvel outhe. (17) E gwirionez hen lavaran deoc’h, piou-benag na recevo ket rouantelez Doue evel eur bugel bihan, na antreo ket enhi.

(18) Neuze eur chef euz ar c’hontre a c’houlennaz digant Jesus : Mestr mad, petra a dlean-me da ober evit kaoud ar vuez eternel ? (19) Jesus a lavaraz dezhan : Perag e c’halvez-te ac’hanoun mad ? N’euz hini mad e-bed, nemed Doue hep-ken. (20) Anaoud a rez ar gourc’hemenou : Na ri ket a avoultriach ; na lazi ket ; na laeri ket ; na liviri ket a falz testeni ; henor da dad ha da vam. (21) Hen a lavaraz : Miret em euz kement-se holl adaleg va yaouankiz. (22) Jesus, o klevet kement-se, a lavaraz dezhan : Mankoud a ra d’id eun dra c’hoas ; gwerz kement ec’h euz, ha ro-hen d’ar beorien, hag e pezo eun tenzor en env ; ha neuze deuz, hag heuil ac’hanoun. (23) Mes hen, pa hen doe klevet kement-se, a zeuaz da veza gwall drist ; rag pinvidic braz e oa.

(24) Jesus, o velet e oa deuet gwall drist, a lavaraz : Na pegen diez eo d’ar re ho deuz madou antren en rouantelez Doue ! (25) Eassoc’h eo da eur c’hanval tremen dre graouen eun nadoz, eged da eun den pinvidic antren en rouantelez Doue. (26) Hag ar re a gleve anezhan a lavaraz : Piou eta a hell beza salvet ? (27) Ha Jesus a lavaraz dezhe : Ar pez a zo impossubl d’an dud a zo possubl da Zoue.

(28) Ha Per a lavaraz : Setu, ni hon euz dilezet pep-tra, hag hon euz heulliet ac’hanoud. (29) Hag hen a lavaraz dezhe : E gwirionez hen lavaran deoc’h, n’euz hini hag hen deuz dilezet ti, pe dad ha mam, pe vreudeur, pe vreg, pe vugale, abalamour da rouantelez Doue, (30) ha na recevo kalz muioc’h er bed-man, hag er bed da zond, ar vuez eternel.

(31) Jesus a gemeraz neuze an daouzec a-gostez ganthan hag a lavaraz dezhe : Setu, emaomp o pignad da Jerusalem,