Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/163

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
154
SANT LUCAS, XIX.

ha kement tra a zo bet scrivet gant ar brofeted divarben Mab an den a ia da veza accomplisset. (32) Rag livret e vezo d’ar Jentiled, goapeat ha gwall-dretet e vezo, ha cranchet e vezo outhan ; (33) ha goude ma vezo bet skourjezet, e vezo lakeat d’ar maro, hag an trede devez e resussito. (34) Mes ne gomprenjont netra a gement-se ; ar c’homzou-ze a oa goloet evithe, ha ne gomprenent ket ar pez a lavare dezhe.

(35) Pa oa o tostaad da Jerico, eun den dall, azezet var bord an hent o c’houlen an aluzen, (36) pa glevaz ar bobl o vond a-biou, a c’houlennaz petra e oa kement-se ; (37) ha e oe roet dezhan da anaoud e oa Jesus a Nazaret o tremen. (38) Neuze e commansaz da grial : Jesus, Mab David, kemer truez ouzin ! (39) Hag ar re a iea araog a c^hourdrouze anezhan, evit hen lakaad da rei peoc’h ; mes hen a grie c’hoas krenvoc’h : Mab David, kemer truez ouzin !

(40) Ha Jesus, o choum en he za, a c’hourc’hemenaz hen digas dezhan, ha pa oe deuet an den dall beteg enhan, e c’houlennaz diganthan : (41) Petra a fell d’id a rafen evidoud ? Hag hen a respontaz : Aotrou, ma kavin ar gwelet. (42) Ha Jesus a lavaraz dezhan : Receo ar gwelet ; da feiz hen deuz da iac’heet. (43) Ha rag-tal e kavaz ar gwelet, hag ec’h heullie anezhan, o renta gloar da Zoue. Hag ar bobl holl, o velet kement-se, a veulaz Doue.


CHABISTR XIX.


JESUS o veza antreet en Jerico, a dremene dre gear. (2) Ha setu eun den hanvet Zakeus, pehini a oa chef var ar bublicaned, hag a oa pinvidic, (3) a glaske gwelet piou e oa Jesus ; mes dre ma oa bihan a vent, ar bobl a vire outhan d’hen gwelet. (4) Redec a reaz eta araog, hag e pignaz var eur vezen sicomor evit gwelet anezhan, rag dre eno e tlie tremen. (5) Pa oe erruet Jesus eno, e savaz he zaoulagad, hag o velet Zakeus, e lavaraz dezhan : Zakeus, disken buhan ; rag red eo d’in loja en da di hirio. (6) He-man a ziskennaz eta buhan, hag a zigemeraz anezhan gant joa.

(7) Hag ar re holl a velaz kement-se a vurmure, o lavaret e oa eat en ti eur pec’her da loja.

(8) Hogen Zakeus a zavaz, hag a lavaraz d’an Aotrou : Aotrou, an hanter euz va madou a roan d’ar beorien, ha mar em euz great gaou ouz unan--