Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/161

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
152
SANT LUCAS, XVIII.

(34) Lavaret a ran deoc’h, penaos en noz-ze e vezo daou assambles en eur gwele ; unan a vezo kemeret hag egile lezet ; (35) diou a vezo o vala assambles, unan a vezo kemeret hag eben lezet ; (36) daou a vezo er park, unan a vezo kemeret, hag egile lezet.

(37) Hag o respont, e leverjont dezhan : E pe leac’h, Aotrou, e c’hoarvezo kement-se ? Hag hen a lavaraz dezhe : E pe leac’h-benag ma vezo ar c’horf maro, eno en em zastumo an egled.


CHABISTR XVIII.


J ESUS a lavaraz ive ar barabolen-man, evit diskouez ez eo red pedi bepred, hag hep skuiza :

(2) En eur gear e oa eur barner pehini na zouje ket Doue, ha n’hen doa respet e-bed evit den. (3) Bez’ e oa ive er gear-ze eun intanvez hag a zeue d’hen kavout hag a lavare dezhan : Rent justis d’in a-enep va adversour. (4) E-pad pell-amzer na fellaz dezhan ober netra evithi. Goude-ze evel-kent e lavaraz enhan he-unan : Petra-benag ma na zoujan ket Doue, ha ma n’em euz respet e-bed evit den, (5) koulskoude, o veza ne ehan ket an intanvez-ze d’am inoui, e rin justis dezhi, gant aoun ne gendalc’hfe atao da zond da derri va fen d’in. (6) Hag an Aotrou a lavaraz : Selaouit mad ar pez a lavar ar barner injust-se. (7) Ha Doue, daoust hag hen na venjo ket ar re hen deuz choazet, pere a gri var-zu enhan noz deiz, petra-benag ma tale da zond d’ho venji ? (8) Hen lavaret a ran deoc’h, hep-dale e venjo anezhe. Mes pa deui Mab an den, daoust hag hen a gavo feiz var an douar ?

(9) Lavaret a reaz ive ar barabolen-man, divarben tud pere a grede enhe ho-unan e oant tud just, hag a zisprije ar re all :

(10) Daou zen a bignaz en templ evit pidi ; unan a oa Farizian, hag egile publican. (11) Ar Farizian, oc’h en em zerc’hel en he za, a bede evel-hen enhan he-unan : O Doue, da drugarekaad a ran o veza n’oun ket evel an dud all pere a zo scraperien, injust, avoultrerien, na zo-ken evel ar publican-ze ; (12) iun aran diou wech ar sizun, hag e roan an deog var gement em euz. (13) Mes ar publican, oc’h en em zerc’hel a-ziabell, na grede ket zo-ken sevel he zaou-lagad var-zu an env ; mes skei a rea var boull he galon, en eur lavaret : O Doue, kemer truez ouzin-me