Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/146

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
137
SANT LUCAS, XI.

(38) Hogen ar Farizian a oa souezet o velet n’hen doa ket en em walc’het araog he lein. (39) Hag an Aotrou a lavaraz dezhan : C’houi etrezoc’h Farizianed, a neta an diaveaz euz an tass hag euz ar plad ; mes en diabarz ac’hanoc’h ez oc’h leun a laeronsiou hag a fallagriez. (40) Tud diskiant ma’z oc’h ! daoust hag an hini hen deuz great an diaveaz n’hen deuz ket great ive an diabarz ? (41) Mes kentoc’h, roit en aluzen ar pez hoc’h euz, ha pep tra a vezo net evidoc’h. (42) Mes malheur deoc’h, Farizianed, pere a bae an deog var ar manth, var ar ru, ha var bep seurt louzou, hag e lezit a-gostez ar justis hag ar garantez a Zoue. An traou-man a oa dleet da bratica, heb lezel ar re all. (43) Malheur deoc’h, Farizianed, pere a gar kemer ar plasou kenta er sinagogou, ha beza saludet er plasennou public. (44) Malheur deoc’h, Scribed ha Farizianed hipocrit, rag henvel oc’h ouz beziou kuzet en douar, var bere e vale an dud heb gouzoud emaint eno.

(45) Neuze unan euz an doctored euz al lezen a gommansaz da gomz hag a lavaraz dezhan : Mestr, en eur gomz evel-se, ec’h outrajez ive ac’hanomp-ni. (46) Ha Jesus a lavaraz : Malheur ive deoc’h-hu doctored euz al lezen, rag c’houi a zam an dud gant beac’hiou re bounner evithe, hag hoc’h-unan ne stokfac’h ket enhe gant ho piz. (47) Malheur deoc’h, rag sevel a rit beziou d’ar brofeted a zo bet lakeat d’ar maro gant ho tadou. (48) Beza ez oc’h eta testou ha lodennec euz ar pez ho deuz great ho tadou ; rag lakeat ho deuz ar brofeted d’ar maro, ha c’houi a zav ho beziou. (49) Rag-se ive ar furnez a Zoue hen deuz lavaret : Kas a rin dezhe profeted ha kannaded ; lakaad a raint lod anezhe d’ar maro ha persecuti a raint lod all : (50) evit ma vezo goulennet digant ar generation-man goad an holl brofeted hag a zo bet skulliet abaoe commansamant ar bed, (51) adaleg goad Abel bete goad Zakarias, pehini a oe lazet etre an aoter hag an templ ; ia, hen lavaret a ran deoc’h, ar goad-se a vezo goulennet digant ar generationman. (52) Malheur deoc’h, doctored euz al lezen, rag, o veza kemeret an alc’houez euz an anaoudegez, n’ed oc’h ket antreet hoc’h-unan, hag ar re ho doa c’hoant da antren oc’h euz harzet anezhe.

(53) Ha pa oa o lavaret kement-se dezhe, ar Scribed hag ar Farizianed a gommansaz hen gwaska stard, evit ober de-