zhan komz var meur a dra, (54) o stigna pechou dezhan, hag o klask tenna eun dra-benag euz he c’henou evit galloud accusi anezhan.
N amzer-ze, ar bobl o veza en em zastumet a villierou, ken a valeent an eil var egile, Jesus a gommansaz da lavaret d’he ziskibien : Diwallit dreist-holl ouz goell ar Farizianed, pehini eo an hipocrizi. (2) Rag n’euz netra kuzet ha na dle beza dizoloet, ha netra secret da na dle beza anavezet. (3) Rag-se kement ho pezo lavaret en devalijen a vezo klevet er sclerijen ; hag ar pez ho pezo lavaret er skouarn, en diabarz ar c’hampchou, a vezo prezeget var lein an tiez.
(4) Ha me a lavar deoc’h-hu, pere a zo va mignoned : N’ho pezet ket a aoun rag ar re a laz ar c’horf, ha pere goudeze na hellont ober netra en tu-all. (5) Mes me a ziskouezo deoc’h rag piou e tleit kaoud aoun ; ho pezet aoun rag an hini pehini, goude m’hen deuz lazet, hen deuz ar galloud da deurel en ifern ; ia, me hen lavar deoc’h, rag hennes eo e tleit kaoud aoun. (6) Ha na vez ket roet pemp kolvan evit daou liard ? Koulskoude hini anezhe n’eo ankounac’heet gant Doue. (7) Bleo ho pen zoken a zo countet holl ; n’ho pezet ket eta a aoun, c’houi a dalv muioc’h eged kalz a c’holvaned.
(8) Hogen, lavaret a ran deoc’h : Piou-benag a anzavo ac’hanoun dirag an dud, Mab an den a anzavo ive anezhan dirag elez Doue ; (9) Mes an hini am nac’ho dirag an dud, a vezo nac’het dirag elez Doue.
(10) Ha piou-benag hen devezo komzet a-enep Mab an den, e vezo pardonet dezhan ; mes an hini hen devezo gwallgomzet a-enep ar Spered-Santel, na vezo ket pardonet dezhan.
(11) Pa veot kasset er sinagogou, dirag ar barnerien, hag an dud a c’halloud, n’en em lakit ket en poan da c’houzout penaos respont evit en em difen, na petra ho pezo da lavaret ; (12) rag ar Spered-Santel a zesko deoc’h en heur-ze ar pez a dleot da lavaret.
(13) Neuze unan euz ar bobl a lavaraz dezhan : Mestr lavar d’am breur lodenni ganen hon heritach. (14) Mes Jesus a respontaz dezhan : O den, piou hen deuz lakeat ac’hanoun-me da varner, pe da lodenner varnoc’h ? (15) Neuze e lavaraz dezhe : Diwallit mad euz an