Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/145

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
136
SANT LUCAS, XI.

neb n’ema ket ganen, a zo a-enep d’in, hag an hini na zastum ket ganen, a sklabez.

(24) Pa vez eat eur spered impur er meaz euz a eun den, ez a dre leac’biou seac’h, o klask repos, hag evel na gav ket, e lavar : Distrei a rin d’am zi euz a behini oun sortiet. (25) Ha pa zeu d’he di, e kav anezhan skubet ha kempennet. (26) Neuze ez a, hag e kemer ganthan seiz spered all gwassoc’h egethan, hag ec’h antreont, hag e choumont eno ; ha stad diveza an den-ze a zeu da veza gwassoc’h eged ar c’henta.

(27) Pa oa o lavaret an traou-ze, eur plac’h euz a-greiz ar bobl a zavaz he mouez, hag a lavaraz dezhan : Eürus ar c’hov hen deuz da zouget, hag an diou-vron ho deuz da vaget ! (28) Eürus kentoc’h, eme Jesus, ar re a zelaou ger Doue, hag a vir anezhan !

(29) Evel ma en em dastume ar bobl en eur vanden vraz, Jesus a gommansaz da lavaret : Ar raç tud-man a zo fall, goulen a reont eur miracl, ha na vezo roet dezhe hini e-bed nemed hini ar profet Jonas. (30) Rag, evel ma oe Jonas eur miracl evit an dud euz a Niniv, evel-se ive e vezo Mab an den eur miracl evit ar generation-man. (31) Rouanez ar C’hreiz-teiz a zavo, deiz ar varn, a-enep tud ar generation-man, hag ho c’hondaono, rag hou-man a zeuaz euz ar pen pella euz an douar da zelaou furnez Salomon ; ha setu, ez euz aman brassoc’h eged Salomon. (32) Tud Niniv a zavo, deiz ar varn, a-enep ar generation-man, hag he c’hondaono, rag ar re-man en em gonvertissaz gant predication Jonas ; ha setu, ez euz aman brassoch eged Jonas.

(33) Den e-bed na allum eur c’houlaouen evit he lakaad en eul leac’h kuzet, pe dindan eur boezel, mes he lakaad a ra var eur c’hantoleur, evit ma c’hallo ar re a zeu en ti gwelet ar sclerijen. (34) Al lagad eo sclerijen ar c’horf ; rag-se mar d’eo iac’h da lagad, da gorf holl a vezo sclerijennet ; mes mar d’eo fail, da gorf ive a vezo en devalijen. (35) Diwall eta na vez tevalijen ar sclerijen a zo enoud. (36) Mar d’eo eta da gorf holl sclerijennet, ha mar n’euz loden e-bed anezhan en devalijen, neuze e vezo sclerijennet holl, evel pa deu eur c’houlaouen da sclerijenna ac’hanoud gant he sclerijen.

(37) E oa c’hoas o komz, pa deuaz eur Farizian d’hen pedi da vond d’he lein ganthan ; ha Jesus a antreaz hag en em lekeaz ouz taol.