Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/144

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
135
SANT LUCAS, XI.

teuje hennes a zo en he di da respont : Ro peoc’h d’in, va dor a zo serret, ha va bugale a zo ganen em gwele ; ne hallan ket sevel evit rei bara d’id. (8) Me a lavar deoc’h penaos, ma na zavfe ket evit rei bara dezhan abalamour ma’z eo he vignon, e savfe o veza skuiz ouz hen klevet, hag e rofe dezhan kement ha m’hen defe ezom. (9) Me ive a lavar deoc’h : Goulennit, hag e vezo roet deoc’h ; klaskit, hag e kavfot ; skoit, hag e vezo digoret deoc’h. (10) Rag an hini a c’houlen, a receo, hag an hini a glask, a gav ; hag an hini a sko, e vezo digoret dezhan.

(11) Piou ac’hanoc’h-hu eo an tad, ma c’houlenfe he vab diganthan eun tam bara, a rofe dezhan eur mean ? Pe, ma c’houlenfe diganthan eur pesk, daoust hag hen a rofe dezhan eur serpant e leac’h eur pesk ? (12) Pe otramant c’hoas, mar goulen diganthan eur vi, daoust hag hen a rofe dezhan eur scorpion ? (13) Mar gouzoc’h eta c’houi, pere a zo fall, rei traou mad d’ho pugale, pegement muioc’h e roio ho Tad celestiel ar Spered-Santel d’ar re her goulen diganthan ?

(14) Jesus a gassaz ive kuit eun drouk-spered hag a oa mud ; ha pa oe sortiet an drouk-spered, an den mud a gomzaz ; hag ar bobl a oe leun a admiration. (15) Hag unan-benag anezhe a lavaraz : Dre Veelzebul, prins an drouk-sperejou, eo e kas kuit an drouk-sperejou. (16) Mes darn all, evit hen amprouv, a c’houlenne diganthan eur miracl euz an env. (17) Mes Jesus, oc’h anaoud ho zonjezonou, a lavaraz dezhe : Pep rouantelez divizet a-enep dezhi he-unan a vezo troet en eun dezert ; hag eun ti divizet a-enep dezhan he-unan a gwezo. (18) Mar d’eo eta Satan divizet a-enep dezhan he-unan, penaos ec’h hallo he rouantelez choum en he za ? pa’z eo gwir e livirit eo dre Veelzebul e kassan kuit an drouk-sperejou. (19) Mar d’eo dre Veelzebul e kassan kuit an drouk-sperejou, dre biou eta ho pugale-hu ho c’hassont-hi kuit ? Int ho-unan eta a vezo ho parnerien. (20) Mes mar d’eo dre viz Doue e kassan kuit an drouk-sperejou, a dra sur rouantelez Doue a zo deuet beteg enoc’h. (21) Pa vez eun den krenv hag armet mad o tiwall he di, kement hen deuz a zo diwallet mad. (22) Mes pa zeu unan krenvoc’h egethan, he-man hen taol d’an douar, a lam diganthan he holl armou var bere e oa he fizians, hag e ra partach var he vadou. (23) An