Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/131

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
122
SANT LUCAS, VII.

ben, a redaz dre ar Jude holl ha dre ar broiou tro-var-dro.

(18) Hogen, diskibien Ian a gontaz an holl draou-ze dezhan.

(19) Ha Ian a c’halvaz daou euz he ziskibien, hag ho c’hassaz da gavout Jesus, evit lavaret dezhan : Ha te eo an hini a dlie dont, pe unan all a dleomp-ni da c’hortoz ? (20) An dud-se eta, o veza deuet da gavout Jesus, a lavaraz dezhan : Ian ar Badezour hen deuz hon digasset d’az kavoud, da lavaret d’id : Ha te eo an hini a dlie dont, pe unan all a dleomp-ni da c’hortoz ? (22) Hogen, en heur-ze memeus, Jesus a iac’heaz kalz a dud euz ho c’hlenvejou, euz ho gwall-boaniou, hag euz an drouk-sperejou, hag e roaz ar gwelet da veur a zen dall. (22) Neuze, en eur respont, e lavaraz dezhe : It, ha lavarit da Ian kement hoc’h euz gwelet ha klevet : penaos ar re dall ho deuz ar gwelet, ar re gam a vale eün, an dud lor a zo neteet, ar re vouzar a glev, ar re varo a zistro d’ar vuez, an aviel a zo prezeget d’ar beorien ; (23) hag eürus eo an hini na vezo ket scandalizet abalamour d’in.

(24) Pa oe eat kuit kannaded Ian, Jesus a gommansaz da gomz d’ar bobl divarben Ian : Da velet petra oc’h-hu eat en dezert ? Eur gorzen hijet gant an avel ? (25) Mes da velet petra oc’h-hu eat ? Eun den gwisket gant dillad kaer ? Setu, ar re a zo gwisket kaer, hag a vev e-kreiz ar plijudarezou, a zo en tiez ar rouane. (26) Mes da velet petra oc’h-hu eat ? Eur profet ? Ia, hen lavaret a ran deoc’h, ha kalz muioc’h eged eur profet. (27) Hennes eo an hini divarben pehini eo scrivet : Setu ma kassan va c’hannad dirag da faç, da brepari an hent diraz’oud. (28) Rag hen lavaret a ran deoc’h, e-touez ar re a zo ganet divar gragez, n’euz ket eur profet brassoc’h eged Ian ar Badezour ; ha koulskoude an distera en rouantelez Doue a zo brassoch egethan.

(29) Hag ar bobl holl hen deuz selaouet anezhan, hag ar bublicaned, ho deuz justifiet Doue, o veza bet badezet gant badiziant Ian. (30) Mes ar Farizianed ha doctored al lezen, o veza n’int ket bet badezet gant Ian, ho deuz taoiet diouthe, evit ho brassa koll, ar volontez-vad a Zoue en ho c’henver.

(31) Neuze an Aotrou a lavaraz : Ouz petra eta e comparajin-me an dud euz an amzer-man, hag ouz piou int-hi henvel ? (32) Henvel int ouz bugale aze-