Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/130

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
121
SANT LUCAS, VII.

dirag ar bobl a oa ouz hen selaou, ec’h antreaz en Capernaüm.

(2) Ha mevel eur c’hantener, karet meurbed gant he vestr, a oa klanv, ha prest da vervel. (3) Ar c’hantener, o veza klevet komz euz a Jesus, a gassaz d’he gavout lod euz ar re Ancien a-douez ar Judevien, evit pedi anezhan da zond da iac’haad he vevel. (4) Ar reman, o veza deuet da gavout Jesus, a bedaz anezhan stard, en eur lavaret : Dign eo ma rafez kement-se evithan ; (5) rag karantez hen deuz evit hon fobl, hag hen eo hen deuz savet deomp ar sinagog. (6) Jesus eta a ieaz ganthe.

Ha pa ne oa mui pell euz an ti, ar c’hantener a gassaz unan-benag euz he vignoned etrezeg enhan, da lavaret dezhan : Aotrou, na gemer ket ar boan-ze, rag n’oun ket dign ec’h antrefez dindan va zoen. (7) Dre-ze n’oun ket en em gavet dign va-unan da vond beteg enoud ; mes lavar eur ger hep-ken, ha va mevel a vezo rentet pare. (8) Rag evidoun-me, petra-benag ma’z oun dindan otorite tud-all, em euz dindan-oun soudarded ; hag e lavaran da unan : Kea, hag ez a ; ha da eun all : Deuz, hag e teu ; ha d’am mevel : Gra an dra-man, hag her gra. (9) Pa glevaz Jesus kement-se ec’h admiraz ar c’hantener, hag o veza distroet, e lavaraz d’ar bobl a oa oc’h heuil anezhan : Me a lavar deoc’h n’em euz ket kavet, memeus en Israel, eur feiz ker braz. (10) Ha pa oe distroet d’ar gear ar re a oa bet kasset etrezeg Jesus, e kavjont iac’h mad ar mevel a oa bet klanv.

(11) An deiz varlerc’h, Jesus a oa o vond da eur gear hanvet Naïn, hag ez ea ganthan kalz euz he ziskibien hag eur bobl vraz. (12) Ha pa oa o tostaad ouz dor kear, e velaz dougen d’ar vered eun den maro, mab unic eun intanvez, hag e oa ganthi kalz a dud euz a gear. (13) Hag an Aotrou, pa velaz anezhi, hen doe truez outhi, hag e lavaraz dezhi : Na wel ket. (14) Hag o veza tosteet, e touchaz ouz an archet, hag an dougerien a choumaz en ho za ; hag e lavaraz : Den yaouank, me eo hen lavar d’id : Sav alese. (15) Hag an den maro a zavaz en he gouaze, hag a gommansaz da gomz. Ha Jesus a roaz anezhan d’he vam. (16) Hag e oent holl spountet, hag e rentjont gloar da Zoue, en eur lavaret : Eur profet braz a zo savet en hon touez, ha Doue hen deuz bizitet he bobl. (17) Hag ar gomz-man ho doa lavaret divar he