Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/129

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
120
SANT LUCAS, VI.

ha na veot ket condaonet : pardonit, hag e veot pardonet ; (38) roit, hag e vezo roet deoc’h ; roet e vezo deoc’h en ho parlen eur muzur mad, moustret, hag hijet, ken a rullio dreist ar bord ; rag diouz ar memeus muzur gant pehini e vuzurit e vezo muzuret deoc’h.

(39) Lavaret a rea ive dezhe eur barabolen : Daoust hag eun den dall a hell ren eun den dall ? Ha na gwezint-hi ket ho daou er poull ? (40) An diskibl n’ed eo ket huelloc’h eged he vestr ; mes pep diskibl mad a dle beza henvel ouz he vestr.

(41) Ha perag e sellez-te ouz eur blouzen a zo e lagad da vreur, ha na velez-te ket an treust a zo en da lagad daunan ? (42) Pe c’hoas, penaos ec’h hellez-te lavaret d’az preur : Va breur, lez ac’hanoun da denna ar blouzen a zo en da lagad, ha te ne velez ket an treust a zo en da lagad da-unan ? Hipocrit ma’z oud, tenn da genta an treust euz da lagad da-unan, ha neuze e veli penaos tenna ar blouzen euz lagad da vreur.

(43) Gwezen vad e-bed na ro frouez fall, ha gwezen fall e-bed na ro frouez mad. (44) Rag pep gwezen a vez anavezet diouz he frouez. Na vez ket dastumet a fiez divar ar spern, na rezin divar ar bod-drez. (45) An den mad a denn traou mad euz a denzor mad he galon, hag an den fall a denn traou fall euz a denzor fall he galon ; rag euz a abondans ar galon eo e komz ar genou.

(46) Hogen, perag e c’halvit-hu ac’hanoun Aotrou, Aotrou, pa na rit ket ar pez a lavaran ? (47) Me a ziskouezo deoc’h ouz piou eo henvel kement hini a zeu d’am c’havout, a zelaou va c’homzou, hag ho laka en pratic. (48) Henvel eo ouz eun den hag a zav eun ti, ha pehini, goude beza toullet ha kleuzet doun, hen deuz diazezet ar fondamant var ar roc’h ; hag an dour braz a zo deuet, hag a zo en em daolet gant fulor ouz an ti-ze, mes n’hen deuz ket gallet hen finva, abalamour ma oa fontet var ar roc’h. (49) Mes an hini a zelaou, ha na laka ket en pratic, a zo henvel ouz eun den hag hen deuz savet he di var an douar, hep fondamant ; an dour braz a zo en em daolet gant fulor ouz an ti-ze, ha kerkent ez eo kwezet, ha spountus eo bet rivin an ti-ze.


CHABISTR VII.


PA hen doe Jesus peur-lavaret an holl gomzou-ze