Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/132

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
123
SANT LUCAS, VII.

zet var ar blasen public pere a gri an eil d’egile, hag a lavar : Sonet hon euz deoc’h gant ar fleüt, ha n’hoc’h euz ket danset, canet hon euz deoc’h canouennou hirvoudus, ha n’hoc’h euz ket skulliet a zaelou. (33) Rag Ian ar Badezour a zo deuet, hep debri bara, nag eva gwin ; hag e livirit : Eun drouk spered a zo enhan. (34) Mab an den a zo deuet, o tibri hag oc’h eva, hag e livirit : Setu aze eun deber hag eun ever, eur mignon d’ar bublicaned ha d’ar bec’herien. (35) Mes ar furnez a zo bet justifiet gant he holl vugale.

(36) Eur Farizian, o veza pedet Jesus da zond d’he di da zibri assambles ganthan, ez eaz en ti ar Farizian-ze, hag en em lekeaz ouz taol.

(37) Hag eur vaouez euz a gear, pehini a oa eur plac’h a vuez fall, o veza klevet e oa ouz taol, en ti ar Farizian, a zigassaz eur bessel alabastr, leun a eol a c’houez-vad. (38) Hag oc’h en em zerc’hel adre ouz treid Jesus, o wela, e commansaz da c’hlebia he dreid gant he daelou, hag e sec’he anezhe goude gant he bleo, o pokad d’he dreid, hag oc’h eolia anezhe gant an eol a c’houez-vad. (39) Ar Farizian pehini hen doa pedet anezhan, pa velaz kement-se, a lavaraz enhan he-unan : Ma vije an den-man eur profet, ec’h ouvezje piou eo ar vaouez a douch outhan, ha penaos ez eo eur plac’h a vuez fall.

(40) Neuze Jesus, o komz, a lavaraz dezhan : Simon, eun dra em euz da lavaret d’id. Hag hen a respontaz : Lavar eta, Mestr. (41) Eun den hen doa daou all hag a dlie arc’hant dezhan, unan anezhe a dlie pemp kant diner, hag egile hanter-kant. (42) Hag, o veza n’ho doa ket peadra da baea, e tiskargaz anezhe ho daou euz ho dle. Lavar d’in eta, pehini anezhe ho daou a garo anezhan ar muia ? (43) Simon a respontaz : Me a gav d’in ez eo an hini hen deuz bet ar brassa diskarg. Jesus a lavaraz dezhan : Barnet mad ec’h euz.

(44) Neuze, o veza troet ouz ar vaouez, e lavaraz da Simon : Ha gwelet a rez-te ar vaouez-ze ? Deuet oun en da di, ha n’ec’h euz ket roet a zour d’in evit gwalc’hi va zreid ; mes hou-man he deuz gwalc’het va zreid gant he daelou, hag he deuz ho zec’het gant he bleo. (45) Te n’ec’h euz roet pok e-bed d’in ; mes hou-man, abaoe ma’z oun deuet en ti, n’he deuz ket ehanet da bokad d’am zreid. (46) Te n’ec’h euz ket skulliet a eol var va fen ;