Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/118

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
109
SANT LUCAS, II.

ar pez a lavare ar bastored dezhe. (19) Ha Mari a zalc’he sonj euz an holl draou-ze, hag a vedite anezhe ebarz en he c’halon. (20) Hag ar bastored a zistroaz, en eur c’hlorifia hag en eur veuli Doue euz an holl draou ho doa gwelet ha klevet, hervez ma oa bet lavaret dezhe.

(22) Pa oe deuet an eizved devez evit circonciza ar bugel, e oe hanvet JESUS, an hano a oa bet roet dezhan gant an eal, araog ma oa concevet en kov he vam.

(22) Ha pa oe accomplisset deiziou ho furification, hervez lezen Moises, e tougjont ar bugel da Jerusalem, evit hen prezanti d’an Aotrou, (23) hervez ma’z eo scrivet el lezen an Aotrou : Pep bugel mal kenta-ganet a vezo consacret d’an Aotrou ; (24) hag evit offr en sacrifis, hervez ma’z eo gourc’hemenet el lezen an Aotrou, eur c’houblad turzuneled, pe diou goulmic.

(25) Bez’e oa en Jerusalem unan hanvet Simeon, eun den just hag a zoujans Doue ; heman a c’hortoze consolation Israel, hag ar Spered-Santel a oa varnezhan. (26) Discleriet e oa bet dezhan gant ar Spered-Santel, ne varvje ket, ken hen divije gwelet ar C’hrist euz an Aotrou. (27) Dond a reaz d’an templ renet gant ar Spered-Santel ; hag evel ma oa he dad hag he vam o tigas ar bugel Jesus, evit ober dezhan ar pez e oat custum hervez al lezen, (28) e kemeraz anezhan etre he zivrec’h, hag e veulaz Doue, en eur lavaret :

(29) Breman, Aotrou, e laoskez da zervicher da guitaad en peoc’h, hervez da c’her ; (30) rag va daou-lagad ho deuz gwelet da zilvidigez, (31) ar zilvidigez ec’h euz preparet dirag faç an holl boblou, (32) ar goulou a dle sclerijenna an nationou, hag ar gloar euz da bobl Israel.

(33) Ha Josef hag he vam a oa souezet euz an traou a lavaret divar he ben. (34) Ha Simeon a vennigaz anezhe, hag a lavaraz da Vari he vam : Setu, ar bugel-man a zo lakeat evit beza occasion a scandal hag a zilvidigez da galz en Israel, hag evit gouzanv controliach a-berz an dud, (35) en hevelep doare ma vezo dizoloet ar zonjezonou euz calon meur a hini ; ha da ene-te a vezo treuzet gant eur c’hleze.

(36) Bez’ e oa ive Anna ar brofetes, merc’h da Phanuel, euz a dribu Ascer ; oajet braz e oa, hag he doa bevet seiz vloaz gant he goaz, adaleg he gwerc’hted. (37) Intanvez e oa, ha oajet a bevar bloaz ha