Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/119

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
110
SANT LUCAS, III.

pevar-ugent, pe var dro, ha na zortie ket euz an templ, mes servicha a rea Doue er iun hag er beden noz deiz. (38) Houman, o veza en em gavet eno en heur-ze, a veule ive an Aotrou, hag a gomze divarben Jesus d’an holl dud euz a Jerusalem, pere a oa o c’hortoz delivrans Israel.

(39) Ha goude m’ho doe great pep tra hervez lezen an Aotrou, e tistrojont en Galile, d’ho c’hear Nazaret.

(40) Hag ar bugel a greske hag a grenvae en spered, o veza leun a furnez ; ha gras Doue a oa vamezhan.

(41) Hogen, he dad hag he vam a iea bep bloaz da Jerusalem, da c’houel ar Pask. (42) Ha pa hen doe daouzec vloaz, e savjont da Jerusalem, evel ma oa giz ar gouel. (43) Goude ma oe tremenet deiziou ar gouel, pa oant o tistrei, ar bugel Jesus a choumaz en Jerusalem ; ha Josef hag he vam na ouient ket kement-se. (44) Mes, o sonjal e oa assambles gant ho c’hen-veajourien, e valejont e-pad eun dervez, ha goude e klaskjont anezhan e-touez ho c’herent hag ho anaoudegez ; (45) hag o veza n’her c’havent ket, e tistrojont da Jerusalem da glask anezhan. (46) Hag a-ben tri devez, e kavjont anezhan en templ, azezet e-kreiz an doctored, o selaou hag oc’h interroji anezhe. (47) Hag ar re holl a gleve anezhan, a oa souezet euz he furnez hag euz he respontchou. (48) Pa velaz he dad hag he vam anezhan, e oent souezet ; hag he vam a lavaraz dezhan : Va bugel, perag ec’h euz-te great kement-man deomp ? Setu da dad ha me hon euz da glasket gant kalz a nec’hamant. (49) Hag hen a lavaraz dezhe : Perag e klaskec’h-hu ac’hanoun ? Ha na ouiec’h-hu ket penaos eo red d’in beza occupet gant afferou va Zad ? (50) Mes int na gomprenjont ket ar pez a lavare dezhe.

(51) Goude-ze e tiskennaz ganthe, hag e teuaz da Nazaret, hag e oa sentus outhe. Hag he vam a vire an holl draou-ze en he c’halon.

(52) Ha Jesus a greske en furnez, en ment hag en gras, dirag Doue ha dirag an dud.


CHABISTR III.


ER pempzecved bloavez euz a amzer an impelaer Tiberius Cezar, pa oa Pons Pilat gouarner ar Jude, hag Herodes tetrark euz a C’halile, Philip he vreur, tetrark euz a Iturea hag euz a vro Trakonitis, ha Lusanias tetrark euz a Abilene, (2) pa oa