(80) Hag ar bugel a greske hag a grenvae er spered ; hag e choumaz en dezertchou beteg an deiz ma tlie beza diskouezet da Israel.
N amzer-ze, e oe embannet eun urz aberz Cezar-Augustus, evit ma vije countet an niver euz an dud a oa var ar bed holl. (2) An denombramant kenta-ze a oe great pa oa Kurenus gouarner ar Siri. (3) An holl eta a iea da lakaad ho hano, pep hini en he gear he-unan. (4) Josef ive a bignaz euz a C’halile, euz a gear Nazaret, d’ar Jude, da gear David, a c’halver Bethlehem, dre ma oa euz a di hag euz a famil David, (5) evit lakaad he hano gant Mari, he bried, pehini a oa dougeres.
(6) Hag e-pad ma oant eno, ec’h erruaz an amzer ma tlie gwillioudi. (7) Hag e c’hanaz he mab kenta-ganet, hag e vailluraz anezhan, hag hen lekeaz en eur manjouer, rag ne oa ket a blas evithe en hostaliri.
(8) Hogen, bez’ e oa er vro-ze pastored pere a choume er meziou, o tiwall ho loened e-pad beilladennou an noz. (9) Ha setu, eun eal a-berz an Aotrou en em brezantaz dezhe, ha gloar an Aotrou a lugernaz en-dro dezhe, hag e oant spouronet-holl. (10) Neuze an eal a lavaraz dezhe : N’ho pezet ket a aoun ; rag digas a ran deoc’h eur c’helou mad, pehini a vezo eur sujet a joa vraz evit ar bobl holl ; (11) rag ganet eo hirio deoc’h, en kear David, eur Zalver, pehini eo ar C’hrist, an Aotrou. (12) Ha setu aman eur sin deoc’h evit hen anaoud : Kavoud a reot ar bugel bihan mailluret, ha gourvezet en eur manjouer.
(13) Ha kerkent en em gavaz gant an eal eun niver braz euz a arme an env, o veuli Doue hag o lavaret : (14) Gloar da Zoue, en huella euz an envou ; peoc’h var an douar, bolontez vad e-kenver an dud !
(15) Ha goude ma ho doe an elez kuiteet diouthe hag en em dennet en env, ar bastored a lavaraz an eil d’egile : Deomp eta bete Bethlehem, ha gwelomp ar pez a zo c’hoarvezet, hag a zo roet deomp da anaoud gant an Aotrou. (16) Mond a rejont eta gant hast, hag e kavjont Mari, ha Josef, hag ar bugel bihan gourvezet er manjouer. (17) Ha pa ho doa gwelet anezhan, e tisclerjont ar pez a oa bet lavaret dezhe divarben ar bugel-ze.
(18) Hag ar re holl a glevaz kement-se, a oa souezet braz euz