Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/107

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
98
SANT MARC, XIV.

Awalc’h eo ! deuet eo an heur ; setu, Mab an den a zo livret etre daouarn ar bec’herien. (42) Savit, deomp, setu o tostaad an hini a drahis ac’hanoun.

(43) Ha kerkent, evel ma oa c’hoas o komz, e teuaz Judas, unan euz an daouzec, ha ganthan eur vanden vraz a dud gant klezeier ha bizier, a-berz prinsed ar veleien, ar Scribed hag ar re Ancien. (44) Hogen an hini a drahisse anezhan hen doa roet dezhe ar sin-man : An hini a bokin dezhan, hennes eo ; crogit enhan, ha kassit anezhan ganeoc’h, en eur diwall anezhan mad. (45) Kerkent eta evel ma oa erruet, e tostaaz outhan hag e lavaraz dezhan : Mestr, Mestr ; hag e pokaz dezhan. (46) A-neuze e toaljont ho daouarn var Jesus, hag e crogjont enhan.

(47) Hag unan euz ar re a oa eno a dennaz he gleze, a skoaz gant eur mevel d’ar beleg braz, hag a droc’haz he skouarn dezhan.

(48) Neuze Jesus, o komz outhe, a lavaraz : C’houi a zo deuet gant klezeier ha bizier da gregi enoun, evel en eul laer. (49) Bemdez e oann en ho touez, o kelen ebarz an templ, ha n’hoc’h euz ket croget enoun ; mes kement-man a c’hoarvez evit ma vezo accomplisset ar Scrituriou.

(50) Neuze he holl diskibien, o veza dilezet anezhan, a dec’haz kuit.

(51) Ha bez’ e oa ouz he heul, eun den yaouank gwisket gaut eul linsel hep-ken en-dro d’he gorf ; hag an dud yaouank a grogaz enhan. (52) Mes hen, o lezel he linsel, a dec’haz kuit deuz tre ho daouarn en noaz.

(53) Neuze e kasjont Jesus da di ar beleg braz, e pe leac’h e oa dastumet holl brinsed ar veleien, ar re Ancien hag ar Scribed.

(54) Per a heuliaz anezhan a-ziabell bete porz ar beleg braz. Hag e oa eno azezet assambles gant an domestiket, hag o tomma e-kichen an tan.

(55) Hogen, prinsed ar veleien hag ar c’honseil holl euz ar Sanhedrin a glaske eun testeni-benag a-enep Jesus, evit hen lakaad d’ar maro ; ha ne gavent hini e-bed. (56) Rag kalz a roe testeni faoz en he enep ; mes ho zesteniou n’en em accordent ket. (57) Hinienou a zavaz neuze, hag a zougaz eun testeni faoz a-enep dezhan, en eur lavaret : (58) Hen klevet hon euz o lavaret : Me a ziskaro an templ-man, pehini a zo bet great gant daouarn an dud, hag en tri devez e savin eun all ha na vezo ket great gant daouarn