Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/108

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
99
SANT MARC, XV.

tud. (59) Mes ho zesteniou n’en em accordent ket. (60) Neuze ar beleg braz, o sevel en he za e-kreiz an assamble euz ar Sanhedrin, a interrojaz Jesus, en eur lavaret : Na respontez netra ? Petra eo an dra-ze a leveront a-enep d’id ? (61) Mes Jesus a davaz, ha na respontaz netra.

Ar beleg braz a reaz c’hoas ar goulen-man diganthan, hag a lavaraz dezhan : Ha te eo ar C’hrist, Mab an Doue benniget ? (62) Ha Jesus a lavaraz : Bez’ ez oun ; ha c’houi a velo Mab an den azezet a-zeo d’ar galloud euz a Zoue, hag o tond var goabrennou an env. (63= Neuze ar beleg braz a rogaz he zillad, hag a lavaraz : Daoust hag ezom hon euz-ni mui a destoü ? (64) Klevet hoc’h euz ar blasphem ; petra a zonjit-hu var gement-se ? Neuze holl e varnjont anezhan dign a varo. (65) Hag hinienou a gommansaz da granchad outhan, hag o veza goloet he vizach, e roent crabanadou dezhan, en eur lavaret : Difin ! Hag ar serjanted a skoe varnezhan gant bizier.

(66) Hogen, evel ma oa Per d’an traon ebarz ar porz, e teuaz eno unan euz a vitizien ar beleg braz ; (67) hag, o velet Per o tomma, e sellaz outhan, hag e lavaraz : Te a oa ive gant Jesus a Nazaret. (68) Mes hen nac’h a reaz, en eur lavaret : Na anavezan ket anezhan ha na ouzon ket petra a leverez. Mond a reaz neuze er meaz er vestibul, hag ar c’hilloc a ganaz. (69) Hag ar vatez-ze, o veza gwelet anezhan adare, en em lekeaz da lavaret d’ar re a oa eno : An den-man a zo deuz an dud-se. (70) Mes hen hen nac’haz adare. Hag eur pennad goude, ar re a oa eno a lavaraz adare da Ber : Evit-gwir te a zo ive euz an dud-se, rag Galilead oud, ha da langach a zo henvel ouz ho hini. (71) Neuze e commansaz da zrouk-pedi ha da douat en eur lavaret : Ne anavezan ket an den-ze a behini e komzez. (72) Hag ar c’hilloc a ganaz evit an eil gwech ; hag e teuaz sonj da Ber euz ar gomz hen doa lavaret Jesus dezhan : A-barz m’hen devezo ar c’hilloc canet diou wech, te az pezo va nac’het teir gwech. Hag o veza eat buhan er meaz, e commansaz da wela.


CHABISTR XV.


KERKENT ha ma oe deiz, prinsed ar veleien, gant ar re Ancien, ar Scribed hag ar c’honseil holl euz ar Sanhedrin, o veza en em guzuliet