Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/106

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
97
SANT MARC, XIV.

euz anezhan. (24) Hag e lavaraz dezhe : He-man eo va goad, ar goad euz an allians nevez, pehini a zo skuliet evit kalz. (25) E gwirionez hen lavaran deoc’h, na evin mui euz ar frouez-ze euz ar winien beteg an deiz ma c’hevin anezhan nevez en rouantelez Doue.

(26) Ha goude beza canet ar c’hantic, ez ejont kuit da Venez Olived.

(27) Neuze Jesus a lavaraz dezhe : En noz man e vezin evidoc’h holl eun occasion da gweza ; rag scrivet eo : Skei a rin ar pastor, hag an denved a vezo disperset. (28) Mes goude ma vezin resussitet, me a ielo araog deoc’h en Galile. (29) Ha Per a lavaraz dezhan : Ha pa zeufe an holl da veza scandalizet, evidoun-me ne vezin ket. (30) Neuze Jesus a lavaraz dezhan : En gwirionez e lavaran d’id, penaos hirio, en noz-man zo-ken, araog m’hen devezo canet ar c’hilloc diou wech, te az pezo va nac’het teir gwech. (31) Mes hen a lavare c’hoas krenvoc’h : Ha pa ve red d’in mervel ganez, na nac’hin ket ac’hanoud. Hag holl e lavarent ar memeus tra.

(32) Neuze ez ejont en eul leac’h a c’halvet Gethsemane. Ha Jesus a lavaraz d’he ziskibien : Azezit aman ken am bezo pedet.

(33) Hag e kemeraz ganthan Per, Jakes ha Ian ; hag e commansaz da veza spouronet hag ankeniet braz. (34) Hag e lavaraz dezhe : Trist eo va ene beteg ar maro ; choumit aman ha beillit. (35) Hag o veza eat eun neubeud pelloc’h, hen n’em brostemaz d’an douar, en eur bedi ma’z aje, mar d’oa possubl, an heur ze pell diouthan. (36) Hag e lavare : Abba ! Tad ! pep tra a zo possubl d’id ; distro diouzin ar c’halir-ze ; koulskoude ra vezo great n’e ket ar pez a fell d’in, mes ar pez a fell d’id.

(37) Dond a reaz neuze d’ho c’havoud hag ho c’havaz kousket ; hag e lavaraz da Ber : Simon, choumet oud kousket ! n’ec’h euz ket eta gallet beillia eun heur ? (38) Beillit ha pedit, gant aoun da gweza en dentation ; ar spered a zo pront, mes ar c’hig a zo sempl.

(39) Mond a reaz adare, hag e pedaz, o lavaret ar memeus komzou.

(40) Hag o veza distroet, ho c’havaz adare kousket, rag ho daou-lagad a oa pounereet ; ha na ouient petra da respont dezhan.

(41) Hag e teuaz d’ho c’havoud evit an deirved gwech, hag e lavaraz dezhe : Kouskit breman, ha kemerit ho repos !