Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/103

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
94
SANT MARC, XIII.

d’in dirag ar gouarnerien hag ar rouane, evit rei testeni d’in dirazhe. (10) Mes da genta eo red ma vez prezeget an Aviel d’an holl nationou. (11) Hogen, pa gassint ac’hanoc’h evit ho livra, na vezit ket en poan da c’houzoud araog petra ho pezo da lavaret, ha na choumit ket da zonjal e kement-se ; mes livirit ar pez a vezo roet deoc’h da lavaret en heur-ze ; rag n’eo ket c’houi a gomzo, mes ar Spered-Santel.

(12) Hogen, neuze ar breur a livro he vreur d’ar maro, hag an tad he vugel ; hag ar vugale a zavo a-enep ho zad hag ho mam, hag ho lakaint da vervel. (13) Hag e viot kaseet gant an holl abalamour d’am hano, mes an hini a gendalc’ho beteg ar fin, hennes a vezo salvet.

(14) Hogen, pa velot an abomination euz an dezolation, euz a behini hen deuz komzet ar profet Daniel, o ren el leac’h na dle ket beza (ra lako evez mad an hini hen lenn) ; neuze ar re a vezo er Jude, ra dec’hint var ar meneziou ; (15) hag an hini a vezo var an doen, diwallo da zisken en ti, na da vond ebarz evit kemeret tra e-bed euz he di ; (16) hag an hini a vezo er park, diwallo da zistrei var he c’hiz evit kemeret he zae. (17) Malheur d’ar gragez o tougen frouez, ha d’ar magerezed en deiziou-ze. (18) Pedit evit ne rankoc’h ket tec’hel er goanv. (19) Rag beza e vezo en deiziou-ze eun affliction ker braz, ken n’euz bet biskoas hini henvel outhi, abaoe ma’z eo crouet ar bed gant Doue beteg hirio, ha ne vezo biken. (20) Ha ma n’hen divije ket an Aotrou diveret an deveziou-ze, na vije bet saveteet den e-bed ; mes diveret hen deuz an deveziou-ze abalamour d’ar re a zo bet choazet ganthan.

(21) Neuze mar lavar unan-benag deoc’h : Setu ar C’hrist aman ; pe : Setu-hen a-hont ; na gredit ket. (22) Rag sevel a rai Christed faos ha fals profeted, hag e raint miraclou ha burzudou evit trompla memeus ar re choazet ma vije gallet. (23) Likit evez eta ; setu, em euz discleriet deoc’h pep tra en avans.

(24) En deiziou-ze goude an dribulation-ze, an heol a devalaio, hag al loar na roio ket he sclerijen ; (25) ar stered a gwezo euz an env, hag ar puissansou a zo en envou a vezo bransellet. (26) Ha neuze e vezo gwelet Mab an den o tond var ar goabrennou, gant eur galloud hag eur gloar braz ; (27) hag e kasso he elez da zastum he re choazet euz ar