Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/102

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
93
SANT MARC, XIII.

ec’h hell hen beza he vab ? Hag eur bobl vraz a gemere plijadur o selaou anezhan.

(38) Lavaret e rea dezhe c’hoas, en he gelennadurez : Diwallit ouz ar Scribed pere a gar pourmen gant zaeou hir, ha beza saludet er plasennou public ; (39) hag a gar ar c’hadoriou kenta er sinagogou, hag ar plasou kenta er festou, (40) pere a zevor tiez an intanvezed, hag evit digarez a ra pedennou hir ; ar re-man ho devezo eur gondaonation vrassoc’h.

(41) Ha Jesus, o veza azezet dirag ar c’hef, a zelle penaos e taole ar bobl arc’hant er c’hef, (42) ha kalz a dud pinvidic a daole kalz enhan. Dond a reaz ive eun intanvez paour, pehini a daolaz ebarz daou bezic arc’hant pere a ra eul Hard. (43) Neuze, o veza galvet he ziskibien, e lavaraz dezhe : E gwirionez e lavaran deoc’h : an intanvez paour-ze he deuz taolet ebarz ar c’hef muioc’h eged ar re all holl. (44) Rag holl ho deuz taolet ebarz euz ar pez ho doa a re ; mes hou-man he deuz taolet ebarz euz ar pez a oa necesser dezhi, kement a oa choumet ganthi evit beva.


CHABISTR XIII.


PA oa Jesus o vond er meaz euz an templ, unan euz he ziskibien a lavaraz dezhan : Mestr, sell pebez mein ha pebez edifisou kaer ! (2) Ha Jesus a respontaz hag a lavaraz dezhan : Gwelet a rez-te an edifisou kaer-ze ; na vezo lezet mean var vean hep na vezo diskaret.

(3) Ha pa edo azezet var menez Olived, dirag an templ, Per, Jakes, Ian hag Andre a reaz a-gostez ar goulen-man diganthan : (4) Lavar deomp peur e c’hoarvezo an traou-ze, ha dre be seurt sin e vezo gouezet ez int prest da erruout ? (5) Ha Jesus, o respont, a gommansaz lavaret : Diwallit na zeufe den d’ho trompla. (6) Rag dond a rai kalz em hano hag a lavaro : Me eo ar C’hrist ; ha kalz a vezo tromplet ganthe. (7) Hogen, pa glevot komz a vrezel hag a vrud-brezel, na vezit ket troublet ; rag red eo da gement-se c’hoarvezout ; mes ne vezo ket c’hoas ar fin. (8) Rag sevel a rai eur bobl a-enep eur bobl all, hag eur rouantelez a-enep eur rouantelez all ; ha beza e vezo krenamanchou-douar e meur a leac’h ha kernez, ha trubuil. An traou-ze a zo ar gommansamant euz ar poaniou.

(9) Mes likit evez ouzoc’h hoc’h-unan ; rag kas a raint ac’hanoc’h dirag an tribunaliou hag ar sinagogou ; skourjezet e viot, ha kasset abalamour