rection eta, pa resussitint, da behini euz ar re-man e vezo-hi greg ? rag ho seiz ho deuz bet anezhi evit pried.
(24) Ha Jesus a respontaz, hag a lavaraz dezhe : Ha n’oc’h-hu ket en errol, dre na anavezit ket ar Scrituriou, na galloud Doue ? (25) Rag pa vezo ar resurrection, ar oazed na gemerint ket a c’hragez, nag ar gragez priejou ; mes beza e vezint evel an elez a zo en env. (26) Hag, evit ar pez a zell resurrection ar re varo, ha n’hoc’h euz-hu ket lennet e levr Moises, penaos Doue a gomzaz outhan er voden-spern, en eur lavaret : Me eo Doue Abraham, Doue Isaac, ha Doue Jacob ? (27) Doue n’eo ket Doue ar re varo ; mes Doue ar re veo. Rag-se emoc’h en eun errol vraz meurbed.
(28) Neuze unan euz ar Scribed, hag hen doa klevet anezhe o tisput, o velet hen doa respontet mad dezhe, a dostaaz hag a c’houlennaz diganthan : Pehini eo ar c’henta euz an holl gourc’hemenou ? (29) Jesus a respontaz dezhan : Ar c’henta euz an holl gourc’hemenou eo he-man : Selaou, Israel, n’ed euz nemed eun Aotrou, pehini eo an Aotrou, hon Doue. (30) Karoud a ri an Aotrou da Zoue euz da holl galon, euz da holl ene, euz da holl spered, hag euz da holl nerz. Hennes eo ar c’henta gourc’hemen. (31) Ha setu aman an eil pehini a zo henvel outhan : Karoud a ri da nessa eveld’oud da-unan. N’euz gourc’hemen all e-bed brassoc’h eged ar re-man.
(32) Hag ar Scrib a respontaz dezhan : Mestr, komzet mad ec’h euz, ha gant gwirionez ec’h euz lavaret penaos n’euz nemed eun Doue hep-ken, ha penaos n’euz Doue all e-bed nemethan ; (33) ha penaos he garoud euz a greiz ar galon, euz an holl spered, euz an holl ene, hag euz an holl nerz, ha karoud hon nessa eveld’omp hon-unan, a zo mui eged an holl offransou devet, hag an holl sacrifisou. (34) Jesus, o velet hen doa respontet gant furnez, a lavaraz dezhan : N’oud ket pell euz a rouantelez Doue. Ha den na grede mui interroji anezhan.
(35) Hag evel ma oa Jesus o kelen en templ, e lavaraz : Penaos e lavar ar Scribed ez eo ar C’hrist mab da Zavid ? (36) Rag David he-unan hen deuz lavaret dre ar Spered-Santel : An Aotrou hen deuz lavaret d’am Aotrou : Azez a-zeo d’in, bete ma likiin da inimied da scabel dindan da dreid. (37) Pa’z eo gwir eta David he-unan a c’halv anezhan Aotrou, penaos