a raint d’am mab. (7) Mes ar verourien-ze a lavaraz etrezhe : He-man eo an heritour ; deuit, lazomp anezhan, hag he heritach a vezo deomp-ni. (8) Hag, o veza croget enhan, e lakjont anezhan d’ar maro, hag e taoljont anezhan er meaz euz ar winien. (9) Petra a rai eta aotrou ar winien ? Dond a rai, hag e tistrujo ar verourien-ze, hag e roio ar winien da dud all. (10) Ha n’hoc’h euz-hu ket lennet ar gomz-man euz ar Scritur : Ar mean a oa bet taolet a-gostez gant ar re a oa o vatissa, a zo deuet da veza ar c’henta mean-corn ? (11) An Aotrou eo hen deuz great kement-se, hag eun dra souezus eo d’hon daou-lagad.
(12) Neuze e klaskjont cregi enhan ; rag anaoud a reant ervad hen doa lavaret ar barabolen-ze a-enep dezhe ; mes, o veza m’ho doa aoun rag ar bobl, e lezjont anezhan, hag ez ejont kuit.
(13) Goude-ze e kasjont dezhan darn euz ar Farizianed hag euz an Herodianed, evit tapoud anezhan en he gomzou. (14) O veza eta deuet d’he gavoud, e leverjont dezhan : Mestr, gouzoud a reomp ez oud gwirion, ha penaos ne glaskez plijoud da zen e-bed ; rag na zellez ket ouz apparans an dud, mes diski a rez hent Doue hervez ar wirionez. Ha permetet eo paea an tribut da Cezar, pe n’eo ket ? Ha paea a raimp-ni, pe na baeimp ket ? (15) Mes hen, oc’h anaoud ho hipocrizi, a lavaraz dezhe : Perag e tentit-hu ac’hanoun ? Dïgassit d’in eun diner, evit ma her gwelin. (16) Hag e tigasjont dezhan unan. Neuze e lavaraz dezhe : Imach piou, hag hano piou eo ar re-man ? Hag e leverjont dezhan : Re Cezar. (17) Ha Jesus a respontaz dezhe : Rentit eta da Cezar ar pez a zo da Cezar, ha da Zoue ar pez a zo da Zoue. Hag e oent souzet braz ganthan.
(18) Neuze ar Saduseed, pere a lavar n’euz ket a resurrection, a zeuaz d’he gavoud, hag a interrojaz anezhan, o lavaret :
(19) Mestr, Moises hen deuz gourc’hemenet deomp mar marv breur unan-benag, ha mar lez he vreg hep bugale, e ranko he vreur kemeret an intanvez evit sevel lignez d’he vreur. (20) Hogen, bez’ e oa seiz breur. Ar c’henta a gemeraz eur vreg, hag a varvaz hep lezel bugale. (21) An eil a zimezaz dezhi, hag a varvaz ive, hep lezel bugel e-bed. Hag an trede en hevelep doare. (22) Ho seiz e timezjont dezhi, ha na lezjont ket a vugale. Hag ar vreg a varvaz ive, an diveza anezhe holl. (23) Er resur-