Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/99

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
90
SANT MARC, XII.

(24) Rag-se me a lavar deoc’h ; Kement a c’houlennot en eur bedi, credit penaos e recevot anezhan ; hag e vezo roet deoc’h.

(25) Mes, pa deuot da bedi, mar hoc’h euz eun dra-benag a-enep uuan-benag, pardonit dezhan evit ma teuio ive ho Tad pehini a zo en env, da bardoni deoc’h hoc’h offansou. (26) Mes ma na bardonit ket, ho Tad pehini a zo en env na bardono ket ken neubeud deoc’h hoc’h offansou.

(27) Neuze e teujont adare da Jerusalem ; hag evel ma oa o vale en templ, prinsed ar veleien, ar Scribed hag ar re Ancien a zeuaz d’he gavoud, hag e leverjont dezhan : (28) Dre be otorite e rez-te an traou-ze, ha piou hen deuz roet d’id an otorite-ze da ober ar pez a rez ? (29) Jesus a respontaz, hag a lavaraz dezhe : Eun dra a c’houlennin ive diganeoc’h, respontit d’in, hag e livirin deoc’h dre be otorite e ran an traou-man. (30) Badiziant Ian, hag euz an env e oa, pe otramant euz an dud ? Respontit d’in. (31) Hogen, int a rezone enhe ho-unan, en eur lavaret : Mar leveromp : Euz an env ; e lavaro : Perag eta n’hoc’h euz-hu ket credet dezhan ? (32) Ha mar leveromp : Euz an dud ; e toujomp ar bobl ; rag an holl a grede e oa Ian eur gwir brofet. (33) Neuze e respontjont da Jesus : Na ouzomp ket. Ha Jesus a respontaz dezhe : Ha me, na lavarin ket deoc’h kenneubeud dre be otorite e ran an traou-man.


CHABISTR XII.


J ESUS a gommansaz neuze da gomz outhe dre barabolennou : Eun den, emezhan, a blantaz ew winien, a lekeaz eur c’harz en-dro dezhi, a doullaz enhi eur plas evit eur waskerez, hag a zavaz eun tour, ha goude beza he roet en feurm da verourien, ez eaz kuit. (2) Pa oe erru amzer ar frouez, e kassaz eur mevel etrezeg ar verourien, evit receo digant ar verourien frouez euz ar winien. (3) Mes, o veza croget enhan, e kannjont anezhan, hag her c’hasjont kuit en goullo. (4) Kas a reaz dezhe c’hoas eur servicher all ; mes int a sklapaz mein outhan, hag e c’hloazjont anezhan en he ben, hag her c’hasjont kuit, goude beza hen tretet gant dismegans. (5) Hag e kassaz c’hoas unan all hag a oe lazet ganthe, ha kalz a re all, a bere lod a oe kannet ha lod all lazet. (6) Er fin, o veza m’hen doa c’hoas eur mab hag a garie meurbed, e kassaz anezhan dezhe an diveza, en eur lavaret : Douja