Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/104

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
95
SANT MARC, XIV.

pevar avel, adaleg ar c’horn pella euz an douar beteg ar pen pella euz an env.

(28) Diskit kement-man dre barabolen ar vezen-fiez : Pa zeu he brancou da deneraad hag he deliou da zispaka, ec’h ouzoc’h ema tost an hanv. (29) Evel-se ive c’houi, pa velot an traou-ze o c’hoarvezoud, gouezit ema tost Mab an den hag ema e-kichen an nor. (30) E gwirionez e lavaran deoc’h, penaos na dremeno ket ar generation-man, ken a vezo c’hoarvezet an holl draou-ze. (31) An env hag an douar a dremeno ; mes va c’homzou-me na dremenint ket.

(32) Evit ar pez a zell an deiz hag an heur-ze, den na anavez anezhe, nag an elez a zo en env, nag ar Mab ? nemed an Tad hep-ken.

(33) Likit evez, veillit ha pedit ; rag na ouzoc’h ket peur e teuio an amzer-ze. (34) Rag henvel eo ouz eun den pehini, o vond en hent evit eur vro bell, a lez he di, a ro d’he vevelien ar gondu anezhan, a verk da bep hini he labour, hag a c’hourc’hemen d’ar porzier beza var evez. (35) Beillit eta, rag na ouzoc’h ket peur e teuio mestr an ti, pe d’an abardaez, pe da hanter-noz, pe pa gano ar c’hilloc, pe deuz ar mintin ; (36) gant aoun, oc’h erruout en eun taol, ne vec’h kavet ganthan kousket. (37) Hogen, ar pez a lavaran, hen lavaret a ran d’an holl : Beillit.


CHABISTR XIV.


GOUEL ar Pask hag ar bara hep goell a dlie digouezoud daou zevez goude ; hag ar Scribed a glaske an tu da gemeret Jesus dre finessa ha d’hen lakaad d’ar maro. (2) Mes lavaret a reant : Arabad eo e vez e-pad ar gouel gant aoun ne deufe trouz da zevel e-touez ar bobl.

(3) Ha Jesus, o veza en Bethani, en ti Simon an den lor, pa edo ouz taol, e teuaz eur vaouez gant eur bessel alabastr, leun a eol a c’houez-vad hag a briz vraz, hag o veza torret ar bessel, e skulliaz an eol var he ben. (4) Hag unan-benag anezhe a oe droug enhe, hag a lavare : Da betra beza kollet an eol a c’houez-vad-se ? (5) Rag gallet e vije gwerza anezhan ouz-pen tri c’hant diner, hag ho rei d’ar beorien. Hag e vurmurent a-enep d’ar vaouez-ze.

(6) Mes Jesus a lavaraz : Lest-hi ; perag e rit-hu nec’hamant dezhi ? Eun oeuvr vad he deuz great em c’henver. (7) Rag