Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 83 —
se : Neket deread, emeza, e ve ar
zervicherez et er penn-araog, ac e ve
lezed a-drê Rouanez an oll. Simeon
a oa un den ervez Doue. Ar Spered-Santel
en d-oa roed deza da
anaout ne varvse ket, ken n’en devize
gveled ar Messias var an douar.
E velet a reas, ac er c’hemeret etre
e zivrec’h en eur veuli Doue gant
joa. Ac o trei ouz Mari e tisclerias
dezi e savse eleiz eneb Jesus, ac e
vize treuzed e c’halon gant ar c’hlac’har
evel gant ur c’hleze.
MIDITA
Var ar mister-ma
I
Mari, er mister-ma, a zesc deomp beza humbl. Eviti da veza Mam Doue, e ra evel pa ne vize nemet