Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 82 —
UNNECVET DERVEZ
————
Purification ar Verc’hez
Daou-ugent dervez goude ma oa ganed Jesus, ez eas Mari da Jerusalem, evit senti ouz lezen ar Burification, ac ofri e Mab en templ... Al lezenn-ze ne dize ke ar Verc’hez ; ne d-oa izom ebed da zont pur, pa oa Gverc’hez ha Mam (pur dreist an oll). An den coz Simeon en em gavas da zont ive en templ d’ar memez mare. Etouez ar mammou deuet d’an templ evit senti ouz al lezenn, Simeon a velas Mari, ur sclerder gaer en dro dezi ; ac evelato edo a-drê d’ar re all. Neuze, var a verc Timotee, beleg eus a Jerusalem, Simeon a lavaras d’ar mammou all--