Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/97

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 81 —

se eo a ziscuezas o tont da Vetleem da c’henel.


Ur marc’hadour


Ur marc’hadour devod, ur christen diouz ar penn, a roe, da zeiz Nedelec, o lein da dri baour : da ur c’hrouadur, da ur vam, ha da ur goaz paour, en enor d’ar famill santel, Jesus, Mari ha Josef. Var e varo, e velas Jesus o tont d’en em lacaat diraza gant ar Verc’hez ha sant Josef, ive, ac e lavaras Jesus deza : Pa es beuz roed da zibri deom-ni ken aliez, da zeiz Nedelec, e teui ganeomp brema da loja d’an Ee. Ar marc’hadour-se a vouie penaoz dreist savarou ar bed-ma, ac a-dreuz e aferou all, biza d’ar baradoz.


————