Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 80 —
c’hemeras gant resped, gant ur galon humbl, gant calz a garantez ac a joa, ac a ofras aneza evit silvidigez an oll. Oc’h-unan, goude communia, perac ne rafec’h ket ive actou evel ar re-ze ? Mari a vailluras ar Mabic Jesus, ac ur c’hraou a zervichas deza da gavel. Ha c’hui ne glaskit marteze nemet traou caer ac eaz en dro deoc’h. Da Jesus ar ienien ac an dienez, ha d’in-me atao an traou mad ac eaz ; da Jesus an dispriz ha d’in-me an enor... Pebez kem, pebez dissevel etre Jesus ha me ! Daoust ha Mari, ac i a c’hallo va anaout evit e c’hrouadur, mar bezan atao ken dissevel diouz Jesus, e c’henta ganed ?
Digorit ho calon da Jesus, pa c’houlenno digor o tigass deoc’h sonjou mad, ha prometit deza e vezoc’h mad da zenti, pa eo ar vertuz--