Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/100

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 84 —

mam da un den ; eviti da veza oll-pur, e ra evel ar re ne oant ket, ervez al lezenn. Ha ni, er c’hontrol, en em laca guelloc’h eget na d-oump. Mari a zoublas da ul lezen ne oa ket great eviti, n’edo ket dindan lezen ar Burification, ac evelato e reas kement a c’hourc’hemenne al lezen-se, ha ni, eleac’h ober en tu all d’ar pez a c’houlenn al lezennou, a vanc aliez d’ar pez a c’hourc’hemen Doue ac an Iliz da rancout beza great. O ! pegen piz e sellomp-ni pa c’houlenn Doue, un Tad ac a ziscuez deomp kement a vadelez.


II


Sonjit e ro Mari da Zoue ar pez a gar muia, e Mab ker. E ofr a reas da Zoue, evit ma z-aze d’ar maro evidomp. Doue a c’houlenn diga-