Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/93

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 77 —

eur c’henel Jesus, Mari ne zantas nep seurt poan ebed, ac e santas en ene ur joa, n’euz joa ebed er vuez-ma da dostaat. An Elez a ganas Gloria in Excelsis. Gloar an Eou, da Zoue, ha var an douar joa d’an dud. Ac e lavarsont d’ar bastoret, a oa gant o loened en noz, oa ganed o Zalver ; ac e teusont d’ar c’hraou, ac e taoulinsont dirag ar Mabic Jesus da anaout o Doue, gant ur galon humbl ha devod.


MEDITA


Digeri ar galon da Jesus ha da Vari. Senti.


I


Evit senti ouz an Impalaer, Mari en em lacaas en ent gant Josef, da vont da Vetleem. Eno e velas Mam Doue an oriou o serra outi, o veza