Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/92

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 76 —


DECVET DERVEZ


————


Jesus ganed


Pa oe Mari prest da c’henel Jesus, e roas an Impalaer August an urz da ober ur roll eus an dud a oa var an douar, ac e rancas peb ini mont da vro e dud. Mari ha Josef en em lacaas eta en ent da vont eus Nazaret da Vetleem, kear David, o veza ma oant o daou eus lignez David. Ur veach tenn ; rag ar goanv a oa, meneziou da dreuzi, ac e oent pevar dervez en ent. Pa en em gavsont e Betleem e cavsont an hostaleriou leun a dud, deuet di eveldo, ac e rancsont loja en ur c’hraou. Eno eo, en noz, e lacaas Mari Jesus er bed, Jesus guir Doue, guir den ive. En