Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/91

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 75 —

a reas e lavar ; ac e oe ingaled bleunv, bokedou roz, bokedou jesini, bokedou jenofl, pep seurt bleunviou, c’houez vad ganto un drugar, evel pa vise un ezennic eus ar Baradoz o c’hoeza er gampr. Ha pa deuas ar zacramant, al leanezed en em lacaas var diou rencad, peb a c’houlaouen ganto, e pep tu d’ar guele ; ac ar verc’h iaouanc benniged, pa velas Jesus o tostaat, a venne lammet a ziarbenn d’en digemeret, gant an erder eus e joa. Ac’hano bete ma tremenas, ne eane o starda var e muzellou imach sacr an Ini a oa diskenned en e c’halon.


————