Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/94

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 78 —

ma oa paour, ac e rancas clasc loj en ur c’hraou. Ne reas clem ebed, nac ’evit beza scuiz, nac evit caout riou, nac evit guelet Betleemis o serra o d-or outi. Eno Mari a zesc deoc’h gouzav ar riou, an domder, peb seurt amzer evel ma eo red ober evit caout muioc’h a-ze a joa en Ee. Comprenit ive pegen euruz eo an ini a vez disprized, goapeed abalamour da Jesus-Christ, ac abalamour ma sent ouz e lezenn !


II


Mari lezed er meaz gant keris Betleem, a c’hanas Jesus en ur c’hraou. Pet guech eo bet ar Vam vad-se o skei var d-or ho calon evit lacaat Jesus da c’henel eno. Serred oc’h euz an or outi. Perac ? Allas ! n’oa plas ebed mui dezi en ur galon