da rei joa d’an den var an douar, o tiscuez deza e lignez saved en Ee dreist an Elez.
O tenna divar al levriou-ze, ervez an ali roed d’an ini en d-euz troed e brezonec ar Miz Mari-ma, o tenna ac’hano ar pez a zo a gaerra da scleraat ar spered ha da deneraat ar galon, e vize bet peadra da ober ul levr caer ; mes, muioc’h a amzer a vize ranked da gemeret ; ac ama n’euz great nemet lacaat diouz-tu e brezonec ar pez a zo bet scrived da genta e latin ac e galleg, o tiverra ar c’hentelliou. Ar Miz Mari-ma a zo bet scrivet da genta e latin, brema ez euz seiz-ugent vloaz. Darn a laca aneza c’hoas dreist ar Miziou Mari all ; setu perac e lezer aneza evel m’emâ. Ar burzudou merked enna evit scuer (an exemplou) a vize bet great muioc’h a van anezo, ma vizent bet c’hoarvezed tostoc’h deomp : ar pez a zo c’hoarvezed en on amzer ac en om bro, a iaa muioc’h dre ar galon. Setu perac e lacaer en