Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/8

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
viii



D’AR RE A LENNO AL LEVRIC-MA


————


O lenn atao ar memez tra, e teuer ne lacaer mui kement a evez ouz ar pez a lenner : setu perac eleiz o d-euz roet ali da lacaat ur Miz Mari all e brezonec. Ar re o d-euz roed an ali-ze, o d-euz lakeat etre daouarn an ini en d-euz troed e brezonec ar Miz Mari-ma, levriou, levriou braz darn anezo, a zo enno traou caer divarbenn ar Verc’hez, ac a laca da bara flamm gloar Mam Doue ac e madelezou. N’euz ket dreist ar c’henteliou-ze, da rei sclerijen gaer var ar feiz christen, da lacaat da bara var an douar evel ar scleur eus a sclerder dudiuz ar Baradoz, da lacaat anaout gloar an Aotrou Doue ac e vadelez,