Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/10

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
x

dro-ma meur a dra c’hoarveed en amzer-ma. An traou-ze a c’hallfe ober vad da veur a ini ; ac ar pez a zo sur, n’euz netra enno na da ardisaat re ar bec’heurien, na da lacaat anezo da zisesperi, netra da noazout da zen.

Evit an traou burzuduz a zo el levr-ma, arabad sonjal e veent da veza creded evel ma creder ar pez a zesc deomp an Iliz a berz Doue e-unan : ne dleer credi anezo nemet evel ma creder ar pez a zesc ac a lavar an dud d’an dud. Nemet Doue ac e Iliz, an oll a c’hell fazia. Ar burzudou-ma a zo da veza creded, evel ma creder ar pez a glever gant an dud.


v. roudaut, Paroc’h-dec.


————