Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/86

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 70 —



MEDITA


Err da gommunia


I


Sonjit pegement a vall en doa Jesus da zont var an douar, evit labourat da brena d’eom-ni ar Baradoz. Ha ni cousgoude, pegen nebeud a vall a ziscuezomp da lacaat enori Doue ac e garet ! Jesus, evelato, a choumas nao miz evel an dud all, abars dont en o zouez, evel pa vize da zeski deomp en em denna en difoul, evit beza ganeomp on-unan ac entent ouz afer ar zilvidigez, o lacaat or spered da zonjal, evit gouzout penaoz eo en em zavetei, ac o pidi a-galon vad. Ar braz eus ar bloaz a roer d’ar bed, d’ar c’horf : ha ne ve