Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/87

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 71 —

ket dleed miret bep bloaz tri dervezic evit beza o sonjal e Doue ac en ene evel er Retred ? Eb ar retred ne c’haller ket disgrizienna ar voall-zantimanchou ac ar pec’hejou. Guelit, ac e santoc’h pegen dous eo beza o comz ouz Doue ebken, ac o silaou Doue da gomz ouzomp.


II


Ar Verc’hez a verve e c’halon enni, ac a huanade, gant ar vall da velet ha da adori ar Mabic Jesus, ac gant ar joa e doa o rei deomp an tenzor-se eus an Ee, evit savetei ac’hanomp. Ha c’hui, peleac’h ema an err-se, ar vall-se ennoc’h da velet Jesus, da zantout aneza o c’henel en ho calon ac e calon an dud ? Ar vall-se am befe, o va Zalver, mar carfen ac’hanoc’h avoalc’h, mar lacafen ennoc’h