Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 69 —
ganta (calvez oa) e troc evit ur pezic mezer gloan bennac mad da c’holo ar Mabic Jesus. Mes al lienach a oa lien lin guenn-cann, ac eus an ini finna, tailled ac gried gant ar Verc’hez e-unan. Abaoe ez euz bet saved, divezatoc’h, en enor d’al lien sacr-se, un Iliz caer, ac great ur gouel be bardon, ervez sant Jermen. Evit beza e stad da zigemeret Jesus, var ar pez a zere ouz an ene ebken, ar Verc’hez a rea en e c’halon pedennou c’hoas startoc’h, dre ma tostee an eur, gant ar vall e d-oa, en e spered, da velet er bed, da starda var e c’halon, da adori e Doue deut da veza e Mab. An Iliz a ra ur gouel, an 18 a viz Kerzu, en enor d’ar Verc’hez var c’hed da c’henel e Mab.