Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/84

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 68 —


AN NAVET DERVEZ


————
Ar Verc’hez var c’hed da c’henel Jesus


Pa oa deuet ar mare ma oa falvezed, a bep eternitez, gant Mab Doue dont er bed-ma o c’henel gant ur c’horf evel d-om-ni, Mari a zonjas mui-ouz-vui da gaout pep tra prest ha deread a-benn ma lacaze er bed o Mab ac e Doue. Evit ma vize prest ar pez a zeree ouz ar c’horf, e doa bet sclerijen a-berz Doue, da c’houzout ne oa ket bolontez e Mab genel e creiz an digorou. Er baourentez eo en d-oa bolontez da c’henel o veza ma teue er bed da zeski d’an dud beza humbl, ha paour a galon. Evelse e c’houlennas ouz Josef rei ur pez bennac laboured