Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/78

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 62 —

ken santel ! Piou en devize sonjed en devize roed Doue ar seurt poaniou-ze, d’ar re a gare evel ma care Mari ha Josef ! Doue a fellas deza eno rei tro dezo da ziscuez en o buez ar vertuziou tenna, ar re a c’houlenn ar muia calon ac ar muia nerz. Doue a felle deza ive o lacaat e stad da gaout diganta c’hoas a c’hrassou caer. Ar poaniou braz, a zo mercou da anaout ar re a zo muia cared gant Doue ; peb christen a dle eta, pa stourmont outa, soubla humbl d’e volontez.


II


Mari a c’halle pellaat divarni ar beac’h pounner-se, o tiscleria da Josef ar mister braz. Tevel a reas, evit lezel Doue e-unan da viret e enor dezi. Ama Mari a zesco deoc’h