Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/79

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 63 —

beza humbl, cuzat ar pez a rafe calz a enor deoc’h dirag an dud. Guell eo tevel, evel Mari, eget en em zevel ac ober re a zigorou. Ar Zent a zo bet voall-zonjed anezo ive : mar c’hoarvez ar memez tro ganeoc’h, tavit (na zavit ket re ho mouez diana). Sant Josef ne reas rebech ebed d’e bried, ne oe cleved o clem e nep leac’h. Mar sonjas lacaat e bried d’e guitaat, e tioualle atao na lacaze brud fall ebed da zevel anezi. Sant Josef, ama, a lavar deoc’h gouzav sioul ho poaniou, eb o bruda, o tiscuez atao dousder ha patiantet. Diouallit ive na veec’h re vuan da zroug sonjal eus an dud ; ha lacaït evez na rafec’h dezo coll o ano mad ac o enor. Ar bed, siouaz ! a zo leun a zroug-prezegerez, ac a veac’h e veler unan bennac o tistrei o brud vad d’an dud, goude beza great dezo