Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 61 —
Santel, Josef a oa sur avoalc’h e d-oa conceved Mari dre vertuz ar Spered-Santel, ha no zonje pellaat diouti nemet abalamour ne gave ket deza oa din da veva gant ur Verc’hez ken santel, ken tost da Zoue. Evel sant Per, divezatoc’h, o lavaret da Jesus-Christ : Va Mestr, pellaït diouzin, me zo ur pec’heur.
MIDITA
Poaniou an dud vad ac an droug-sonjou
I
Pebez nec’h, pebez poan spered da Josef ha da Vari ! Mari a vele e fried nec’hed divar e fenn, ac e-unan e vele oa tro da zroug-sonjal anezi, da rei dezi brud fall ha d’e c’hass eus an ti. Piou en devize galled sonjal e vize bet ar seurt encrez ac ar seurt tevalizen-se on un ti