Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/73

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 57 —

unan, ha pebez dizenor d’ar Verc’hez, ouzpenn coll ar re a zo o silaou ! Ar Verc’hez ne gomze nemet evit gounid eneou da vont d’ar Baradoz, ha c’hui bugale da Vari, a zigorfe ho kinou d’o c’holl ! Petra a respontoc’h pa c’houlenno diganeoc’h an eneou ho pezo colled gant ho teodadou fall ? Abalamour d’an enor dleed d’ho mam en Ee, ac abalamour d’oc’h ene paour, diouallit ouz ho teod, ac evit na lavaroc’h nemet traou mad, bezit atao, evel Mari, gant Doue, ha Doue a vezo ganeoc’h.

Bugale da Vari, serromp cloz or ginou ac on discouarn d’ar c’homzou divalo. Al labous a anavezer diouz e gan, ac an den diouz e gomzou.