Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/74

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 58 —



Bizitou sant Ligori.


Doue a felle deza e vise an aotrou sant Ligori ur c’helenneur braz da bep seurt tud, ac a reas deza tremen dre an tribuillou, ar poaniou spered, ar voall-zonjou. Eleac’h mont neuze da redet ama ac aount, da glasc compaïgnunezou ar bed, ez ee da ober bizit d’ar Verc’hez, ac e ro ar memez ali d’ar re all. Pa stourmo ar boan ouzoc’h, emeza, pa vezo nec’hed ho spered, pa c’hoarvezo ganeoc’h voall darvoudou, it da ober bizit d’ar Verc’hez, ac e easaio d’ho spered, e consolo ac’hanoc’h. Sant Ligori, ac en var an oad, a deue voall-zonjou deza eneb peb vertuz, mes e fizians e Jesus ac e Mari a ree deza caout ar gonid bep tro. A veichou e vise cleved, en noz, o lavaret :